formation courte en breton

100 vloaz Ofis Santral Landerne : ar film

06/06/2011 18:19

 Setu, echu gant stajidi Blaz Bazhvalan (evit Ti ar Vro Landerne-Daoulaz) ar staj-enklask diwar-benn 100 vloaz Ofis Santral Landerne, anvet c'hoazh ar sindikad, pe Landerne, peotramant "ar Vatikan". Peadra dezhe da zeskiñ diazez al labour kazetenner video pe radio, da welaat o brezhoneg evit lod anezhe, dezhe da brenañ skiant nevez war-lerc'h war an tachennoù boulc'het :

kas da benn atersadennoù aodio ha video, deskiñ klask war-lerc'h danvez, sevel goulennoù, filmañ, sellet ouzh an danvez dastumet, dibab an traoù a-benn sevel ur film, skrivañ hag enrollañ testennoù, frammañ hag istitlañ ar film. Kalzig a labour, me 'lâr deoc'h !

 

Peurechuet ar filmig neuze (15' anezhañ). Amañ dindan e kavot al liammoù evit an div version (brezhoneg ha brezhoneg gant istitloù galleg) :

www.youtube.com/user/krisbraz1#p/a/u/0/j6ZILFb2UKQ

www.youtube.com/user/krisbraz1#p/a/u/1/l7YiXC8X3Uk (istitlet e galleg)

diskouezhet e vo ar film Landerne a-hed an hañv war lec'h-degemer an Ti-Kêr(mui abadenn skignañ ha diviz da heul d'an 9 a viz Gouere da geñver Kann al Loar)

Rechercher dans le site

Contact

Bazhvalan La Feuillée tél : 02 98 86 28 02