formation courte en breton

STUMMADUR NEVEZ DRE OBER 2011-2012 : MERC'HED AR VRO / BRO AR MERC'HED

26/05/2011 09:46

 Merc’hed ar Vro / Bro ar Merc’hed

Maouezed Breizh hag ar yezh : a special relationship

 

Kas en-dro un enklask ha sevel poltredoù video

gant Blaz Bazhvalan : 09/2011 – 07/2012

 

 

« Klevet e vez alies eo dre ar merc’hed ‘oa bet lakaet ar galleg da drec’hiñ war ar brezhoneg », eme ar yezhonour Claude Hagège, « med ma vo savetaet ar brezhoneg eo dre ar merc’hed e tegouezho an taol-mañ, a soñj din ».

 

Un afer a emzalc’h, a dro-spered e vefe neuze ? Penaos e vez bevet war ar pemdez  an darempred gant ar brezhoneg, yezh minorelaet, gant ar merc’hed a zibab ober gantañ ? Peseurt levezon war o liammoù familh, o darempredoù micher, o endro dre vras ? Peseurt kudennoù, peseurt fromoù, peseurt goulennoù a c’hell sevel diwar se ?

 

Abaoae 1998 emañ Blaz Produktion o tastum komzoù brezhonegerien e video hag oc’h urzhiañ ha kempenn anezhe evit tremen anezhe d’an dud. Tu ‘vefe deomp, evel-just, lañsiñ ur seurt enklask, ‘doare « A-hed ar C’hantved », o tibab un dousennad bennak a vaouezed « arouezius », o kas en-dro atersadennoù, treuzskrivañ anezhe, ober filmoù hag all.

 

Blaz Produktion zo deuet e 2010 da vezañ Blaz Bazhvalan, un aozadur stummañ war ha dre ar brezhoneg. Fellout a ra reomp tremen un tamm eus ar skiant-prenet gounezet ganeomp.

Soñjal ‘ra deomp neuze e vefe gwelloc’h aozañ ar projed-se dre ur program stummañ (goude hini Ofis Santral Landerne ar bloaz-mañ, nemed ledanoc’h un tamm) : lakaat stajidi da gas da benn al labour-se, Blaz oc’h ober war o zro dre e labour bazhvalan.

 

War un-dro e vo klasket neuze : lakaat ar stajidi da wellaat o live brezhoneg (geriaoueg, ereadur/yezhadur, distagadur…), deskiñ sevel un enklask, kas en-dro atersadennoù aodio ha video, ober gant binvioù filmañ ha frammañ koulz ha gant ostilhoù ar « web 2.0 » ha deskiñ labourat a-stroll gante, kinnig disoc’hoù o enklaskoù ha skignañ anezhe.

 

Setu penaos e welomp mont en-dro ar stummadur :

 

Ar stummadur : eus gwengolo 2011 betek Gouere 2012

 

Stajidi : betek 20, gant ul live brezhonek B1 da vihanañ ; strolladigoù lec’hel o labourat war ur poltred (daou pe dri hervez ar c’hinnig)

 

12 maouez dibabet : atersadennoù video hir, da vezañ miret (Ofis ar brezhoneg ? CRBC ?…), ha diwar se sevel poltredoù (7’ betek 13’), da vezañ skignet war ar rouedad ha pelloc’h (embann DVD, abadennoù skignañ…)

 

Labour a-stroll : 4 emgav a-hed ar bloaz (Landerne), mui labour hiniennel pe dre strolladoù bihan lec’hel, heuliet gant ar stummerien war al lec’h(ioù) ha dre an internet : a-hed ar projed e vo labouret dre ostilhoù internet (Google Groups, wiki, Typewithme…).

Da geñver pep emgav (Gwengolo/Here, Kerzu, Meurzh, Mae/Mezheven) e vo priziet al labour kaset da-benn.

 

Pazenn gentañ : brudañ ar raktres (Mae-Gwengolo 2011) : dibab ar maouezed ha termeniñ linenn-stur an atersadennoù hag ar filmoù da zont diwarne ; dibab ar stajidi ; kelaouiñ an dud (Tiez ar Vro, aozadurioù stummañ, mediaioù a bep seurt).

 

 

 

Emgav 1 : metodologiezh (an hini pouezushañ hervezomp)

 

- penaos dibab an dud, penaos mont e darempred ganto

- penaos sevel goulennoù, peseurt goulennoù sevel

- penaos luskañ an atersadenn ha kas anezhi en-dro

- penaos filmañ.

 

Emgav 2 : deskiñ ober gant an danvez dastumet

 

- penaos kompren, dielfennañ ha treuzskrivañ an danvez

- penaos renkañ ha dibab an danvez a-benn sevel dielloù mat ha filmoù berr

 

Emgav 3 : aozañ danvez ar filmoù/poltredoù

 

- penaos klask hag ouzhpennañ traou (fotoioù, dielloù personel…)

- penaos sevel steuñv ar film

- penaos frammañ

- penaos treiñ e galleg an tammoù dibabet

 

Emgav 4 : seveniñ an traoù

 

- Frammañ hag istitlañ

- Skignañ

- Bilañs hollek ar staj

 

 

 

Titouroù :

 

Blaz Bazhvalan

21 Straed Pierre Brossolette – 298000 Landerne

krisbraz@free.fr  / https://bazhvalan.webnode.fr/

02 98 21 30 59 / 06 35 94 62 38

Niverenn stummer : 53 29 08399 29

SIRET 43464599000020 – NAF 921B

 

 

 

 

Rechercher dans le site

Contact

Bazhvalan La Feuillée tél : 02 98 86 28 02