formation courte en breton
Making it Home : loc'het eo !
Deskiñ treiñ ur pezh-c’hoari berr e brezhoneg DIWAR AR SAOZNEG
Making it Home zo ur pezh c’hoari berr skrivet evit ar radio hag al leurenn gant an Iwerzhonat Gerry Mc Donnell. Ur wech troet e brezhoneg e vo leurennet ar pezh (2 zen e-barzh) gant ar strollad Mat ar Jeu (B Simon-YE Jourdan) ha mouezhiet evit ar radio (RCF-Radio an Aodoù).
Pal ar stummadur/stalig-labour vo lakaat an destenn e brezhoneg dre ul labour a-stroll etre ar stajidi koulz ha gant an aktourien.
D’ar Sadorn 8 a viz Here e vo dalc’het an devez-labour kentañ e Landerne, Sal Kerne, Kae Kerne (14.00-19.00). Digoust e vo ar prantad-se. Gwelet vo goude penaos aozañ al labour. Evit ma vefe frouezhus an devezh-se e vefe mat d’ar re dedennet bezañ boulc’het troidigezh senenn gentañ ar pezh , lennet aketus da vihanañ, hag en em soñjet war an doare da vont ganti : MAKING1.doc (43 kB)