formation courte en breton

Making it Home : loc'het eo !

14/09/2011 17:38

 Deskiñ treiñ ur pezh-c’hoari berr e brezhoneg DIWAR AR SAOZNEG

 

Making it Home zo ur pezh c’hoari berr skrivet evit ar radio hag al leurenn gant an Iwerzhonat Gerry Mc Donnell. Ur wech troet e brezhoneg e vo leurennet ar pezh (2 zen e-barzh) gant ar strollad Mat ar Jeu (B Simon-YE Jourdan) ha mouezhiet evit ar radio (RCF-Radio an Aodoù).

 

Pal ar stummadur/stalig-labour vo lakaat an destenn e brezhoneg dre ul labour a-stroll etre ar stajidi koulz ha gant an aktourien.

D’ar Sadorn 8 a viz Here e vo dalc’het an devez-labour kentañ e Landerne, Sal Kerne, Kae Kerne (14.00-19.00). Digoust e vo ar prantad-se. Gwelet vo goude penaos aozañ al labour. Evit ma vefe frouezhus an devezh-se e vefe mat d’ar re dedennet bezañ boulc’het troidigezh senenn gentañ ar pezh , lennet aketus da vihanañ, hag en em soñjet war an doare da vont ganti : MAKING1.doc (43 kB)

 

 

Rechercher dans le site

Contact

Bazhvalan La Feuillée tél : 02 98 86 28 02